La partition « Emgann Sant-Kast »

Chants de marins

 

Sources : http://per.kentel.pagesperso-orange.fr/


Emgann Sant-Kast


Téléchargez la partition de Emgann Sant-Kast.
Le combat de Saint-Cast, chanson traditionnelle bretonne
Partition avec accords de guitare
Partition gratuite en PDF

Facebook Twitter Pinterest
Emgann Sant-Kast Partition gratuite
 
 

Paroles

Breizh ha Bro-Saoz enebourien,
Evito bout amezeien,
A zo bet lakaet er bed-men
D'en em fiblañ da virviken.

Pa oan kousket, en nozvezh all,
E klevis son ar c'horn-bual,
Son ar c'horn-bual, e koat-Sal:
- «Ho ! Saozon ! Saozon ! Saozon fall ! »

Ha dal' ma savis antronoz,
Gwelis oc'h erruout ar Saoz
Gwelis e soudarded erru :
Sternoù alaouret, dilhad ruz.

War an aod ha pa oant ledet,
Gwelis o tont ar C'hallaoued,
D'Aubigny gante 'r penn kentañ,
He gleñv noazh en e zorn gantañ.

- A-raok ! a lâre D'Aubigny,
Na dec'ho nikun ouzhomp-ni
Ai ta ! va faotred doc'htu !
A-raok d'am heul ! ha pegomp du !-

Ar C'halloued a respontas
Holl war un dro, pa e glevas :
Deomp gant D'Aubigny troad-oc'h-troad ;
Denjentil eo koulz ha paotr mat !-

Pa oa D'Aubigny en emgann
Ne oa den, na bras na bihan
Na zigore e zaoulagad
Oc'h e welet o leuskel gwad

E vlev, e zremm, hag e zilhad
Ne oant penn-da-benn nemet gwad
Distrinket demeus ar Saozon,
Dre ma treuze d'he ar galon.

Hen a weled, war an dachenn,
Reizh e galon, uhel e benn,
Heb muiañ van d'ar bolodoù
Evel pa vizent bet stoufoù.

Paotred Breizh-Izel a gane,
O tont war an dachenn, neuze :
- Neb en deus goune'et teir gwech,
C'houne'o n'eus forzh pet kwech !

E Kamared, en amzer-hont
E oa diskennet ar Saozon ;
Bragal a raent, war ar mor,
Gant o gwelioù gwenn-kann digor ;

Gant tennoù kouezjont war an aod,
Evel ma vijent kudonod
Deus pevar mil e oant eno,
Na zistroas hini d'e vro.

E Gwidel e oent diskennet,
E Gwidel e douar Gwenned;
E Gwidel int bet douaret,
Evel ma oent e Kamaret.

E bro Leon, rak enez-c'hlas,
Gwechall, e oent diskennet c'hoazh ;
Kement a wad defant losket
Ken a oa ar mor glas ruiet.

N'eus, e Breizh, na bodenn, na bern
E-lec'h na gaver o eskern
Kon ha brini oc'h o sachat,
Glav hag avel oc'h o c'hannat.-

Archerien bro-Saoz pa glevjont,
Gant estlamm arsav a rejont ;
Ker kaer an ton hag ar c'homzoù,
Ken e oant bamet o selaou.

- Arserien Bro-Saoz, leveret,
Skuizh oc'h eta, pa ehanet ?
- Ned omp ket skuizh, pa ehanomp,
Koulz ha re-hont, Bretoned omp !-

Oa ket o c'homz peurlavaret :
- Gwerzhet omp ! tec'homp kuit, paotred !-
Hag ar Saozon prim d'o listri ;
Hogen na dec'has nemet tri.

Er bloavezh-mañ mil-ha-seiz-kant
Hag eizh ouzhpenn hag hanter-kant,
D'an eil lun a viz gwengolo,
Oa trec'het ar Saozon er vro.

Er bloavezh-mañ, evel a-gent,
Emaint bet lakaet en o hent.
Evel ur barr grizhil er mor,
Ar Saozon, bepred, en Arvor.

Commentaires